Bienvenue sur le blog Source Celtique #2 - Blog hommage, à Alan Stivell Cochevelou, retour sur les chemins de terre d'un Barde Breton..."kentoc'h mervel eget em zaotra"
Publié le 5 Juin 2015 par Source Celtique #2 dans Musiques
Publié le 2 Juin 2015 par Source Celtique #2 dans Musiques
GLENMOR - Les temps de la colère (1969)
Gilles Servat - Montparnasse blues (1971)
Alan Stivell - Renaissance de la Harpe Celtique (1972)
Youenn Gwernig - Breton Blues (1975)
Barzaz - An den kozh dall (1992)
Ar Re Yaouank - Du-mañ Du-se (1995)
Dao Dezi et Denez Prigent: Hebrides (199 )
Carre Manchot - Rond de Saint Vincent (1996)
image couverture Red cardell - Revolution (1998)
Erik Marchand vs Rodolphe Burger (2011)
Publié le 30 Mai 2015 par Source Celtique #2 dans Musiques
Publié le 22 Mai 2015 par Source Celtique #2 dans Musiques
Live Vauban - miz Kerzu 2015 Cd: "N'int ket deuet a-benn da ziwriziennañ ac'hanomp..." Paker Prod (2014). Pep gwir miret strizh gant Rhapsoldya. all rights reserved.
Rhapsoldya site officiel - lec'hienn ofisiel - fusion groove rap e brezhoneg
Site web du groupe Rhapsoldya - Pakerprod - De la rage et l'énergie de la contestation, voila ce que transmet Rhapsoldya.Une voix rageuse rappant des textes brittophones aiguisés, rhytmés par le...
FRANKIZ ?
Sed aze ur c'hammed graet e bed ar c'hammster
Kilañ 'vit lammat uhel ? Ne vo ket ket dister an diskar
Dieub ? Ster ar ger-se zo un touell
Tro-dro din an darn vrasañ o deus kollet ar poell
'Baoe pell o deus e stanket, e verglet, e drec'het
Pa'z on-me nec'het
An engroez zo stuziet, kendrec'het da vezañ digabestr
Pa ne zeuan ket a-benn da dennañ lagad ebet diwar ar mestr
Frankiz, un dra bennak gant ar ger-mañ a lak ac'hanon d'en em gavout klañv diaes
N'on ket en ma aez pa vez an aezamant o plijout d'an dud muioc'h evit o frankiz
Marv moarvat met bev-mat dre ar yalc'had
Ar sunerien-wad a gav o feadra d'ar marc'had
Flemmet gant ar c'hleñved-red hollvedel
Ur jestr korfel kentoc'h eget ur striv speredel
Mil arouez oc'h ober brud er straedoù
Paket int aes gant gerioù-hud ar strujoù
Stlejet gant an diaoul betek an drekstal
Ur strinkell e pep brec'h, 'bez dinec'h setu an dieub style !
An drougoù a bouez warnomp 'roio deomp an donezon !
Ennout ennoc'h ennon ennomp !
Donderioù ar gêr un deiz a skopo ar fank
Re a dud en dienez setu perak e skoan ma Funk
Etre an dramm hag ar mank, ar mank hag an naon
An naon hag ar mann, ar mann hag an emgann
Gant preder e teuer tamm ha tamm da vout ur geder
Treuzwisket e vez alies ar spont a-dreñv ar sioulder
Me a lavaro dit amañ n'eus ket siouloc'h eget ar feulster
Me a lavaro dit amañ n'eus ket feulsoc'h eget ar sioulder
Frankiz, un dra bennak gant ar ger mañ a lak ac'hanon d'en em gavout klañv diaes
N'on ket en ma aez pa vez an aezamant o plijout muioc'h d'an dud evit o frankiz
Hogen an heugenn a c'hallo tremen
Ma ne gas ket abeg ar ger-se e gementad a feulster
An emgreizadezh eo a grign an den
Gwallc'hoantegezh talvoudegezh an hini a ren
A-dreñv pep den galloudus e santan- me un torfed
Eus an uhelidi gablus betek an dilennidi c'hopret
Padal pep fed pep jestr din a zo sujet d'ur reolenn
Displeg din eta perak e welan atav ar c'hontrol ?
An drougoù a bouez warnomp 'roio deomp an donezon !
Ennout ennoc'h ennon ennomp !
Ar c'hinniger tele o skignañ e gemennadenn
Evitañ, komz eus frankiz 'zo 'vel reiñ kaol d'un azen
E-barzh pep a glopenn e vez kavet pep a empenn
Hag e-barzh pep a glotenn e vez kavet pep a hentenn
Pa gomzan eus an holl e gomzan eus ar bobl
Spisoc'h e vo aze an tem stag mat da c'houriz ma faotr
A-dreñv pep den galloudus e santan-me un torfed
Eus an uhelidi gablus betek an dilennidi c'hopret
Padal pep fed, pep jestr din a zo sujet d'ur reolenn
Displeg din eta perak e welan atav ar c'hontrol ?
Publié le 5 Mai 2015 par Source dans Musiques
Publié le 5 Mai 2015 par Source dans Musiques
Publié le 3 Mai 2015 par Source dans Musiques
Publié le 2 Mai 2015 par Source dans Musiques